pajenn zegemer

Foeter-gwenodennoù dalc'hmat war e api, e vez intret Christian Daché gant an natur endro dezhañ. An disterañ fiñv war an douar pe en aer ag an amzer a vez tapet gant e lagad lemm. Pegañ a ra diouzhtu el louarn o vulota, er yourc'h war lez ar c'hoad, er c'hwil bihanañ, ha chom a raio war evezh anezho eurvezhioù-pad. N'eus loen didalvez ebet, pe a nebeutoc'h a bouez : e pep hini anezho, ha pa vefent eus ar bichetikañ pe ar boutinañ, ez eus danvez-studi ken boemus hag en unan raloc'h pe dic'hortoz.

Ez-yaouankig en Alzas hag er Morvan, e vagas an arzour ur garantez divent evit an takadoù frank ken e rankas chom da vevañ tost d'an natur. Stêrioù ha lennoù ar Morvan a zo bet e dachennoù c'hoari hag arnodiñ kentañ. Desket en-deus eno bout pasiant ha tapet kleñved an arvester par. Donezonet yaouank-tre gant ar c'hreion, e krogas eus e benn e-unan da dresañ al loened bet kejet ganto e-doug e ergerzhadennoù. Pa rankas choaz ur micher, e tivizas mont da gelenner war an embregerezh-korf, daoust ma oa deuet ar soñj dezhañ mont da arzour. Emañ o labourat un ul lise en Aodoù-an-Arvor, troet war ar sportoù 'barzh an natur, kement hag ober traperien ag e skolidi...

E taolennoù un arzour eztaoler evel Christian Daché e vez aloubet ar plaen tostañ gant al loened ha stanket ar foñs gant ar maezad en un doare boemus. N'eus ket kalz a livioù - unan hepken meur a wezh. Bourrañ a ra o tiskouez lusk al loen war dec'h o tisgraviañ tor ar menez pe o tiflukañ eus ar foustaj, taerder emgannoù piri da vare ar gouennañ, al loen sourprenet, livet dre laer. Donet a ra da dem an dour - ar c'hevrin anezho, breoù o skleur - dre e daolennoù evned dour. Barzhek e vez atav e labour, a-drugarez d'al livioù yen kempouez a ra gante, peurgetket re ar goañv. Skeudennet gant rik un natourelour, e vev al loen en ur biotop difetis, tost da vat.

Al livaj dour en-deus kemeret e greñv warnañ gant ar berus hag ar splann ma'z eo, dor zigor d'ar stultennoù. Boemet eo-eñ gant ar benveg-se ha ne c'hell den bout mestr warnañ : souezhet 'vez pa liv. E penn kentañ kement oberenn ez eus evezhiadennoù, brastresadennoù graet war an dachenn ha notennet, luc'hskeudennoù, ha da heul al labour er santier. Spis eo ar studiadenn, pep tra treset a-raok, hag an dresadenn brientiñ a c'hall da vat mont d'ober un oberenn wirion. Goude bezañ ledet ar gwenn, e ra an arzour gant livaj dour war baper sec'h pe glebiet. E taolennoù 'zo e kaver an eil seurt hag egile.

A-unan a-fed arz en em sant Christian Daché gant arzourien evel R. Bateman, L. Jonsson, R. Poortvliet, F. Pompon pe M. Solberg.
signature
Skeudennet en-deus al levrioù La RANCE de Saint-Malo à Dinan e ti-embann Gallimard, Le Monde de la Rivière evit CRDP Roazhon, hag ivez goloioù, pannelloù titouriñ, ha plakettennoù evit kevredigezhioù pe melestradurioù.